Fulup II Makedonia
Neuz
Fulup II Makedonia (henc'hresianeg : Φίλιππος Β ὁ Μακεδών / Phílippos II o Makedôn), (382 kent JK - 336 kent JK), drouklazhet e -336, a oa basileüs Rouantelezh Makedonia adalek 359, ha tad Alesant Veur. Adaozañ a reas arme e rouantelezh, falanks Makedonia, sujañ keodedoù Gres ha prientiñ ar brezel ouzh ar Bersed.
Gwragez ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a wreg en doa ar roue Fulup II, hervez giz e rouantelezh. Seizh anezho zo anavezet diwar ur skrid chomet war-lerc'h Satyros:
- Phila, eus Elimeia, e Makedonia, a zimezas dezhañ e -360, hag a varvas tostik kenkent, e 359 kent JK. Krediñ a reer e oa intañvez e vreur Perdiccas III ha mamm Amyntas IV, mab da Perdiccas III. Hervez Paul Faure, e oa ivez mamm da Caranos, marvet en yaouank hervez ar Roman d'Alexandre, diwar zorn pseudo-Callisthène.
- Audata, eus Illyria, merc'h d'ar roue Bardylis, a zimezas dezhañ war-dro -359/358, mamm d'ur verc'h, Cynané, marteze en -357, hag a voe gwreg da Amyntas IV meneget kent;
- Philinna, eus Larissa en Thessalia, a zimezas dezhañ war-dro -358--357, mamm da Fulup III ganet war-dro -357.
- Olympias, priñsez molos eus Epiros, degouezhet gantañ e Samotraki, dimezet dezhañ en -357, mamm da Alesant III (ganet en -356) ha da Kleopatra Makedonia (ganet en -355).
- Nicesipolis eus Pherai en Tessalia, a zimezas dezhañ e -352, mamm da Thessaloniké ganet en -351, ha marteze marvet er gwentloù.
- Meda, eus Odessos e Trakia, a zimezas dezhañ e 343.
- Kleopatra, a zimezas en 337, mamm da Europa ganet en 336.